
30 bloavezh evit ar skolioù divyezhek-mañ, lik, digoust ha digor d'an holl.
30 bloavezh a stourm ivez, met dreist-holl a drec'h evit an 3000 skoliad hag ar skipailhoù pedagogel, hep disoñjal ar re a gas tout ar skolioù en-dro hag an dud a youl vat. Diwan a ro lañs ivez d'ur bern intrudu a denn ouzh sevenadur ar vro ha stourm a ra ivez evit ur bed liesliv. Evit lakaat war wel kement-mañ e fell da zDiwan aozañ ur gouel meur a vo dalc'het
e Karaez d'an 2, 3 ha 4 a viz Mae 2008. Abadennoù sonerezh e-leizh, festoù-noz ha deiz, c'hoariva, abadennoù evit ar vugale, diskouezadegoù, sinema, saloñs an embannerien, kendivizoù hag all...E-kreiz ar gouel bras-mañ e vo ivez ar Redadeg oc'h erruout hag evit ar re dedennet gant ar Skrabell, arabat disoñjal ar gourfenn hag a vo d'ar c'houlz-se ivez.
Titouroù all war http://diwan30.free.fr
Kemennadenn kaset gant Kuzul Sevenadurel Breizh www.kuzul.info
Hervez al lezenn "Stlenneg ha Frankizoù" niv. n°2004-801 eus ar 6 Eost 2004 hoc’h eus gwir da welet, kemmañ, lakaat reizhañ ha diverkañ roadennoù a denn deoc’h. Evit se, skrivit deomp
30 années d'expérience pour des écoles bretonnes bilingues, laïques, gratuites et ouvertes à tous.
30 ans de luttes difficiles, souvent, mais aussi 30 ans de réussite, surtout, pour plus de 3000 élèves, sans oublier les équipes pédagogiques, les personnels non enseignants et les bénévoles qui animent l'association. Diwan, c'est aussi un mouvement de fond en faveur de la culture bretonne et du multiculturalisme. La grande fête anniversaire qui se prépare pour ce premier week-end de mai à Carhaix se veut le reflet de tout cela : de la musique bien entendu avec de très nombreux concerts et festoù-noz, du théâtre, des expos, du cinéma, des tables rondes, le salon des éditeurs en langue bretonne, sans oublier l'arrivée de la Redadeg et la finale du championnat de Scrabble en breton....
Derniers Commentaires